Flemmadenn

Ar flemmadenn, pe sarkasm (eus ar ger latin sarcasmus, deuet eus ar ger gregach σαρκασμός / sarkasmos, diwar σαρκάζειν / sarkázein hag a dalv kement ha drailhañ kig) zo ur c'hoapadenn flemmus taolet d'un den d'e c'hodisat. Alies e vez c'hwerv hag aozet d'ober droug. Ne vez ket fentus atav, met ne vez ket dous na dizrouk morse.

A-wechoù e vez enebet flemmadenn, drouk eta, ouzh goapaerezh, pe godiserezh, dre ma ne vijent ket drouk.

E 1732 e kaver ar verb flemmañ e Geriadur Gregor evit lavarout ober droug.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search